Spered an tour-tan

Abaden C'hoariva - savet e 2005, 

displeget evit ar vugale

Un nozvezhiad gwall-amzer war ar mor bras.

 





Diwaller Tour Tan eo Eneour. Ul labous, Ifig, a zeu da stekiñ gant herr ouzh letern an tour-tan. Torret ar gwer, lazhet ar goulou, gwall-aozet ar Gardian. Ul lestr gant kalz tud en he bourzh a zo o vont da goll war ar reier. Ret eo lakaat ar goulou da vont en dro adarre. Poaniañ a reont o daou evit kempenn an traoù. Dont a rint a-benn da c'hwezhañ an tan e beg an tour ha saveteiñ ar vartoloded kollet e-kreiz ar gorventenn.

Amañ e kavor Ifig al Labous hag Eneour ar Pesketour hon doa graet anaoudegezh ganto er pezh-c'hoari kentañ : " Al Labous hag ar Pesketour ". N'eo ket ouzh al lano du, ruz, glas, o devo da stourm amañ, met ouzh ar gwall amzer ha dañjerioù ar mor. Ano a vezo ivez diwar-benn mojennoù ar mor hag an tourioù-tan...

Ar c'hinkladur a ziskouezo letern an tour-tan eus an diavaez, diabarzh al letern ha kambr an diwaller. En dro dezho ar mor bras hag an oabl war-c'horre.

Evit bugale 4-12 vloaz e vezo ar pezh-c'hoari. Displeget e galleg-Brezhoneg pe e brezhoneg penn-da-benn.

Skritell gant RAMINE


 
site en français
kent
Pezhioù-c'hoari
Deiziataer
pajenn-zegemer
Istor ar strollad
Buhez ar gevredigezh