![]() |
Johniged
an Hilda
|
Abadenn C'hoariva - savet e 2002.
Ur pezh-c'hoari skrivet
gant Naig Rozmor.
Savet eo ar pezh-mañ e boutin etre Ar Vro Bagan
ha Strollad Kastell Paol.
En XIX ha XX vet kantved o deus bet labourerien douar Rosko ha diwar-dro kaset berniadoù ognon da werzhañ da Vro-Saoz. An ognon-se, ognon eus ar c'hentañ, a veze gounezet ganto e douar strujus Arvor Bro-Leon.
A di da di ez ae ar Johniged da <<chinañ>>, da werzhañ o marc'hadourezh. E penn pep kompagnunezh Johniged e veze ur mestr, ar master a veze graet outañ. E laboù e vezent o chom, kousket, debriñ ha labourat. Eno e veze lod o pakañ an ognon tra ma veze lod all o werzhañ anezho e kêr ha war ar maez. War o zroad da gentañ, gant beloioù goude-se ha bremañ gant kirri-samm.
C'hwec'h-miz-pad e ranke chom ar Johniged e Bro Saoz, Skos, Kembre pe Kerne-veur. Warlerc'h pardon Santez Barba, da benn diwez-hañ miz gouhere, ez aent kuit eus ar gêr da vont di. Da viz genver pe c'hwevrer e teuent en dro d'ar gêr. Neuze e veze labour dezho war ar maez e Breizh war dro al legumaj.
War dro ar bloavezhioù 20-30 ez edo ar vicher en he gwellañ : tost da 1500 den o werzhañ ouzhpenn 900 tonnellad ognon. Treizañ Mor Breizh a rankent ober bep bloaz. N'oa ket dizañjer seurt beaj. Meur a johny a gollas o buhez er mor : pevarzek diwar ar Channel Queen e 1898, tri er bloavezh war-lerc'h e-bourzh ar Paquebot n° 5, ha tri-ugent da geñver peñse an Hilda, da viz du 1905. Ne chomas beo nemet c'hwec'h den diwar an dek ha c'hwec'h ugent oa e-bourzh :
pemp Johny hag ur saoz.
Savet he deus Naig Rozmor ar pezh-c'hoari Ar ]ohniged evit diskouez buhez kalet paotred an ognon hag o labour e Breizh Veur. Er bloavezh 1905 e tremen an traoù : aet ez eus meur a gompagnunezh johniged en tu all d'ar mor ; lod anezho a zistro d'ar gêr e-bourzh an Hilda.
Avel yud ha gwall vor a zo.
GWERZ AN HlLDA
(C'hweh-ugent den beuzet
e-kichenn Sant-Malo
en o mesk pevar-ugent Breton deuz Leon)
An eur-waleur siwaz
a zo
Atao, bepred o vond en-dro
Hag o skei bemdez heb paouez
'N eur horn bennag war an dud kêz
Ne glever mui o komzeal
Nemed euz a zarvoudou all
Euz ar gwalleuriou a erru
Atao bemdez en tu pe du
Ar vech-ma siwaz tud
or bro
Zo skoet heb truez d'o zro
Gand eun darvoud ar spountusa
A zo bet gwelet dre ama.
D'an driweh devez a
viz du
E-kreiz an noz teñval ha du
Allestr Hilda 'tond deuz Bro-Zaoz
Zo bet beuzet e-kreiz an noz
Ha warnezi kant tregont
den
Akipaj ha beachourien
Beuzet oll siwaz nemed c'hweh
Heb sikour ebed deuz neb leh.
Displeget eo Johniged an Hilda gant
: Jean-Marie BALANANT, Yvon BECHU, Maryvonne BERTHOU, Nicole BIHANNIC, Annick
CABIOCH, Jean-Paul CREIGNOU, Maelle CREIGNOU, Alan GLIDIG, Fanch GUEGUEN, Envel
JEZEQUEL, Goulc'han KERVELLA, Nicole LE VOURC'H, Clément MADEC, Pierrick
MELLOUET, Marie Pierre MERRET, Francette MINGAM, Annie MINGAM, Jean-Luc MINGAM,
Andre OLLIVIER, Marie OLLIVIER-MOAL, Albert RANNOU, Marie-Andrée ROLLAND,
Bob SIMON, Leila SIMON, Delan SIMON.
Kan : Alan GLIDIG.
Skritell : J.P. MELLOUET.
Goulou : Michel FAGON.
Son, Muzik : Didier PORCHEL, Eric PERON.
Skeudennoù : Steven GUEGUENIAT.
Kinkladur : Michel FAGON, Ar Vro Bagan.
Dilhad : Cathy ABARNOU, Georgette MERDY.
Labour korf : Jocelyne BOENNEC.
Leurennet gant Goulc'han KERVELLA ha Bob SIMON.
![]() |