Pezh-Choari
Savet e 2009

Logo Ar Vo Bagan

« Mon histoire est longue et tumultueuse comme les eaux des océans et des grands fleuves que je n’ai pas arrêté de franchir en quête d’une vie meilleure. »

« Des morts il y en a plein le désert et plein la mer et arrivés ici il y a des problèmes avec les papiers : ça n’est jamais terminé. »

skritell ar Pezh-C'hoari

E-pad pell amzer ez eus bet aet kalz a Vretoned kuit eus o bro war lerc’h o bara, evit kaout ur vuhez welloc’h evito hag o bugale.

E lodenn gentañ ar pezh-c’hoari e weler an divroadegoù renket etrezek mengleuzioù Trelaze e-kichen Angers, Bro Arc’hantina, Kanada, Kreisteiz Bro-C’hall, Pariz ha war dro... Etre dibenn an XIX vet kantved ha kreiz an XX vet. N’o deus ket bet kavet bep tro an eürusted edont o klask.

E hanter gentañ an XXvet kantved e teu estrenien da glask labour da Vreizh, lod all da glask repu dirak ar brezelioù hag ar faksourien. Evel se e weler Italianed e mengleuzioù an Uhelgoad, ha Spagnoliz e Plougasnou.

War-lerc’h ar brezel 40, e klasker krouiñ labour e Breizh (Celib, MOB...), padal e kendalc’h ar Vretoned da zivroañ. Amañ e weler anezho er Stadoù Unanet, e New-York, e Montreal. Bro Pariz a sach tud atao, Bretoned ha divroidi all eus ar bed.

Lod eus ar Vretoned a zistro d’o bro, da zont war o leve... Lod all abalamour ez eus deut skiant dezho e oant Bretoned (dre labour Alan Stivell ha reoù all...).

Dont a ra estrenien da Vreizh e-giz e pep lec’h en Europa. A bep bro. Klevet o deus ano eus Europa, an Eldorado nevez.

Da echuiñ ar pezh e weler tri istor m’o deus ar Vretoned roet bod da dud diavaez-bro a oa o kuzhat : repuidi Bro-Euskadi, Sakinat Amiralieva hag he merc’h Patimat ha labourerien ar Mali e Montfort ‘kichen Roazhon.

Evel Antigon e Bro-Hellaz eo bet savet ar Vretoned a-enep “lezenn ar Roue”, evit difenn tud divro ha dibaper.

Renket ha leurenniet  : Goulc’han Kervella
Skoazellet gant :
Nikol ar Vourc’h ha Jocelyne Boennec
Ar gouloù hag ar c’hinkladur :
Jean Broda
Ar gwiskamanchoù :
Nolwenn Castel
Ar son hag an trouzioù :
Didier Porchel, Steven Guegueniat, Aline Aubry
Ar filmoù  :
Saïg Ollivier
Labour sekretourva :
Véronique Chalm

C’hoariet gant  :

Beatris ar Roue, Nikol ar Vourc’h, Aline Aubry, Guy Berthou, Yannig Bigouin, Michel Dausse, Yann-Edern Jourdan, 
Goulc’han Kervella, Maxime L’Hostis, Denise Merdy, Jean-Claude Merdy, Andre Ollivier, 
Joëlle Planchon, Ivona Premel, Didier Porchel, Bob Simon, Marie-Jo Salou.


 
site en français
kent
Pezhioù-c'hoari
Deiziataer
pajenn-zegemer
Istor ar strollad
Buhez ar gevredigezh