Al labous hag ar pesketour

Abadenn C'hoariva - Savet er bloavezh 2002

kontet d'ar vugale


War un enezenn vihan, ez eus ur pesketaer o chom. Doujañ ha diwall an natur a ra. Un drovezh e pak ul labous bet kouezhet e-touez mazout an Erika. Digemer anezhañ hag e louzaouiñ a ra. Tamm ha tamm e pare a drugarez d'ar pesketaer. Hemañ a zesk dezhañ espern madoù an douar ha difenn ar mor diouzh al loustoni, ar saotradur. Pa dremen e dud dreist an enezenn, d'an distro diouzh o
goañvezh, eo pare da vat. Mat a ra kuit en dro asamblez ganto.

Al labour-skol a c'hello bezañ graet diwar-benn an endro hag an natur.

Ur pezh-c'hoari evit ar vugale

Skrivet gant Goulc'han Kervella.
C'hoariet gant Nikol Ar Vourc'h ha Didier Porchel.
Goulou gant David Calvez, kinkladur gant Jean-Michel Appriou.
Dilhad gant Georgette Merdy ha Catherine Abarnou.
Strollad ar Vro Bagan

An tudennoù :

- Eneour, ar pesketour. Troet bras gant an natur eo Eneour ha doujus kenañ ouzh an endro.
- Ifig, al labous-mor

Al lec'h : Logig koad ur pesketour war an aod, en un enezenn vihan a Vreizh. A bep eil e c'hoarier dirak al logig hag e-barzh an ti.

Da viz Kerzu 1999 e krog an istor-mañ

Da heul testenn ar pezh-c'hoari

site en français
kent
Pezhioù-c'hoari
Deiziataer
pajenn-zegemer
Istor ar strollad
Buhez ar gevredigezh