Istor ur Strollad C'hoariva


Pajenn 1/5

Savet eo bet Strollad c'hoariva Ar Vro Bagan e diabarzh Oaled Sevenadurel ar Vro Bagan, er bloavezh 1965 e Brignogan e Bro Bagan, etre Kerlouan ha Plouneour-traezh. Un oaled tud yaouank o labourat war sevenadur Breizh oa Ar Vro Bagan azalek ar penn kentañ : an dañsoù, ar sonerezh, ar gwiskamantoù gwechall... Azalek 1968, pa voe an dispac'h sevenadurel ha kevredigezhel e Bro-C'hall, ec'h en em droas muioc'h an oaled war zu ar bolitikerezh hag an ekonomiezh.

Dont a reas neuze d'ober e annez e Kereog Plouneour-traezh, en un ti prenn. Eno e veze kentelioù dañs, sonerezh, brezhoneg, divizoù ha prezegennoù diwarbenn al labour, an istor, ar sevenadur ; ac'hano ez ae ar yaouankizoù hag an dud en oad da zastum sevenadur ar bobl war ar maez hag en arvor, da reiñ lañs en dro d'an dañs roud, ar round pagan chomet bev er vro, da adsevel savadurioù ar glad, evel chapel Landouzan en Drenneg, da gaout darempred gant ar strolladoù yaouankizoù all a oa troet gant ar brezhoneg, e Plouider, Kerlouan, Plougerne, Berven, Kastell-Paol, Plouzane...

round pagan
Amañ ur strollad o tañsal ar round pagan

E bloavezh 1973 e fellas d'an Oaled sevel ur skol c'hoariva brezhoneg evit deskiñ an dud war ar brezhoneg dre ar c'hoari, hag evit lakaat buhez e brezhoneg er vro. A-nebeudoù e teuio ar c'hoariva da vezañ obererezh kentañ Ar Vro Bagan. Da heul ha e berr komzoù al labour bet kaset da benn betek-hen.

 
 

ar bazh-valan
Ar bazh-valan

Gouel 40 vloaz ar Strollad.

site en français
kent
Pezhioù-c'hoari
Deiziataer
pajenn-zegemer
Istor ar strollad
Buhez ar gevredigezh
etre 1973 ha 1986