Istor ur Strollad C'hoariva

Pajenn 2/5

Etre 1973 ha dibenn 1982, n'eus nemet tud a youl vat o c'hoari er Strollad. E Kereog Plouneuor-trez e kroger da bleustriñ ha da c'hoari (er-maez) ; goude-se e ranker kaout brasoc'h salioù ; hini Brignogan, hini nevez Gwiseni, ha neuze Kreac'h ar C'hamm e Plougerne azalek 1979.

1973 - 1974 :
"E-tal ar Poull" Yann-Vari Perrot. N'eo ket bet c'hoariet dirak an dud.
1975 :
"Kleñved An Tougn" Jarl Priel. C'hoariet da gentañ e Plouneour dirak an Ti.
1976 :
"Meurlarjez" Roparz Hemon hag "An Dogan" Jakez Riou, adkempennet ha lakaet da dremen e Breizh 76 ( Ty- vougeret e lec'h monumant Roazhon)
1977:
"Ma c'helljen-me kanañ laouen" , savet gant ar strollad diwar-benn stourmoù ar mare. Ac'hano e sav brud vras d'ar Strollad.
1978 :
"Buhez Mikeal an Nobletz" , savet gant ar strollad. Tabut bras gant an eskopti abalamour d'ar pezh-mañ.
1980 :
"Nomenoe-oe" Jakez Riou.
1982 :
"Spontus Circus", krouet gant ar strollad ha "Marzhin circus" evit ar vugale.
1983 :
Dont a ra tri den eus ar Strollad da vezañ a-vicher er c'hoariva. Savet e vo "Kernevez City" Ur western kig ha farz, gant ar strollad .
"Roue ar mor" evit ar vugale.
1984 :
"Ar Baganiz" Tangi Malmanche.
1985 :
"Yann-Vari Perrot, la mort d'un prêtre", savet gant ar strollad. Hag evit ar vugale " Sanarin, ou la bête à manger les vilains.
Kregiñ a raer ivez gant ar c'hoariva er-maez "Les païens" Tangi Malmanche, hag "Amboubal Enez-Vazh"
1986 :
"St Pol et le dragon" abadenn Tan ha kurun. "Roue ar moc'h" gant ar sindikat peizant UDSEA (Goulc'han Kervella).
"Vleago": ur gontadenn c'hoariet evit ar vugale.

Bob ha Dédé
Kleñved An Tougn

 

Ar strollad hag an teknikour
Ma c'helljen me kanañ laouen

pleustradeg
Yann-Vari Perrot

kent
pajenn-zegemer
etre 1987 ha 2001