![]() |
Ur
strollad c'hoariva breizhek
|
"Trouver dans le vécu
régional et ses spécificités culturelles la substance
d'un théâtre populaire, contemporain et breton,
de langue bretonne
et française"
diwar-benn "Teatre de la Carriera", strollad c'hoariva okitaniek.
Labour kentañ Ar
Vro Bagan zo sevel ha c'hoari pezhioù e brezhoneg :
- pezhioù c'hoari bras evel : GWERZ AR
VEZHINERIEN, Ar Johniged, Breizh
aktu pe Tristan hag Yseult ha Fest
ar pimoc'h (charcuterie fine)
- pezhioù c'hoari berr da vezañ displeget war ar maez pe dirak
ar re gozh, evel Ar bazh Valan hag all..,
Pezhioù-c'hoari nevez.
- pezhioù da vezañ c'hoariet dirak bugale :Spered
an tour tan ,
Al labous hag ar pesketour , .
Ar Roue UBU - Skeudenn Marc Letissier
E galleg ivez pe e galleg-brezhoneg e labour Ar Vro Bagan evit skignañ sevenadur hag istor Breizh er vro : ul labour talvoudus bras eo ivez ha ne vez ket sevenet, siwazh, gant kalz a strolladoù c'hoariva.
War ar maez e labour kalz Ar Vro Bagan, er parrezioù bihan a vez laosket a-gostez gant an arzourien dre vras. Er c'herioù e kas ivez ar brud eus hor sevenadur, Tiez ar Vro, ha zoken er broioù estren.